en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 03 a viz Foenn/ Gouere 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 03 a viz Foenn/ Gouere 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Un dekred digustum 'zo bet embannet gant Frañs Natur an Endro

N'eo ket unan bet skrivet gant ar gouarnamant met gant ar rouedad breizhad kevredigezhioù a labour evit gwareziñ an endro ezel eus an an FNE, Frañs Natur Endro. Kinnig a ra kevredigezhioù ar rouedad-se un dekred faos, savet gante hag embannet dimeurzh, evit gwareziñ gwelloc'h ar girzhier hag ar c'hleuzioù, a ya war zisteraat bep bloaz e Frañs. Muioc'h a ditouroù diwar-benn ar c'houlzad kehentiñ-se gant Jean-Noël Ballot, ezel eus ar gevredigezh Breizh Vev... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Birvilh a vo war borzh al Lege 'ba Sant-Brieg

Fenoz e krogo festival an Arvor ‘ba Plerin. E kerzh an dibenn-sizhun ‘vo lan a darvoudoù war porzh al Leger ‘ba Sant-Brieg. Un tennad eus Tour de France à la voile zo en em gavet war ar porzh gant rederien bigi dre lien war blas. Dec’h da noz ‘oa erruet ar vartoloded ‘ba porzh al Lege. A-hed ar week- end ‘vo sonadegoù ha miliadoù a dud 'zo gortozet. Selaouomp Tudwal Girard ‘zo penn ostri ar Marmouss 'zo mesk aozerien ar gouel. Emañ gant Anton Burel.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Un enkadenn 'zo etre kevread Diwan hag an implijidi!

  • Lu Rusia 'neus bomebezennet kêr Giev 'vel biskoazh

  • Ur gwalldaol ouzhpenn zo c'hoarvezet 'ba kreiz-kêr Damas 'ba Siria

  • Nebeut a dud 'zo bet o votiñ 'ba Aljeria da geñver an dilennadegoù depute

  • Lazhet eo bet an tan 'neus devet 60 devezh arat war ar Menez-C'homm.

  • Kêroc'h 'vo an dour 'ba Penn ar Bed e-kerzh an hañv.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio